Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Daoulinet war leur ann ti
Gand he bugaligou,
Dirag Doue o pedi.
Hag skuilla daelou,
E lavar enn eur grena :
« Gwerc’hez vad Gwir-Zikour,
Tan, avel, kurun a ra…
Ma den zo war ann dour !
» Leverit eur gomz, Gwerc’hez,
Hag e vo sioul ar mor,
Ha kerkent, gant levenez,
Aman, war doull ann or,
Ar vamm hag ar vugale
Ann tad a vriato
Hag, anaoudek braz goude,
Gwerc’hez, ni ho meulo. »
Klevet eo bet he feden,
Setu ar Pesketaer
O tont d’ar red d’he lochen
Hag hen gleb ha zeder ;
Dizec’het eo ann daelou
Ha trec’het ar glac’har,
Biskoaz brasoc’h dudiou
Na oe war ann douar.