BARZ BREIZAD, E PARIS
Ar Gonidek, sav da benn
Ha bez hirio laouen !!…
Sutal a ra ann avel skiltrus er gwez huel ;
Krosmola a ra ar mor enn dro da Vreiz-Izel ;
Hag al logodennik dall, gand diouaskel groc’hen,
A nij kre ha kamm-digamm arog pao ar gaouen.
Ann deliou, war ar geod glaz, a ruil strobinellet
Evel eur bagad teuziou a bep tu dastumet ;
Hag ar bleizi, o iudal, a daol gand ann ekleo
Eunn dourni hag a rafe d’ann holl sevel ho bleo !
Ar sterik, enn eur glemma enn he gwele meinek,
A ia da gas he dour sklear d’ar mor braz islounkek ;
Ann devalijen a drid war gern ar c’herrek sounn,
Ar iourc’h, e touez ar strouez, en em guz gant sponroun.
Ha peger kaer eo ann deiz, pegen teval ann noz !
Ma Doue, c’houi ra traou kaer, ha gan e-hoc’h ma bennoz !
Gand daoulagad mad ounn dall ; hogen setu al loar
O tont da sklaerijenna bugale ann douar !
Salud d’it, loar arc’hantek, rouanez vraz ann noz,
Sav da benn war Menez-Bre, sav a-uz koat ann noz ;
Sav eta, sav huelloc’h, dalc’h da zevel bepred
Ma hello ann holl varzed ’nem gaoud aman kevred.