Pajenn:RBV 1864-1 p379-393.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa-z-eo kre he ziouaskel ha sklear he zaoulagad,
Pa boez mad war he ziou c’har, pa anavez he dad,
E teu soun war ann treuzou, ha, gand eur zell nec’het,
En em laka da nijal hag e oar klask he voed.

Deomp breman d’ann ilizou, palesiou kaer savet,
D’ann hini a zo roue da rouanez ar bed ;
Petra, e pad ar miz man, a zo enn-ho ouc’h-penn ?
Eunn troun ha war-n-han Mari kaer gand he c’hurunen.

Ha da betra, kristenien, rei eur gurunen aour
D’eur werc’hez a oe ganet ha maget gand tud paour ?
Evit petra eo hanvet ar miz man miz Mari,
Ha da betra mont bemnoz da stouet dirag-hi !

Mari a ioa Rouanez e kreiz ar baourente,
Hag ebarz enn he lignez e oe meur a roue ;
Ne-ket madou ann douar a ro ann euruzted,
Ha Gwerc’hez baour Nazareth a n‘em blije kuzet.

En em lakait izel hag e viot savet,
Setu petra c’hoarvezaz, ha ne gretec’h-hu ket ;
Eunn arc’hel, a berz Doue, eunn deiz a ziskennaz
Evid digas da Vari nevezentiou braz !

Setu-hi mamm da Jezuz ha pried d’ann Dreinded ;
Setu-hi great rouanez hag enn env kuruned ;
Ann Iliz santel romen a gan he meuleudi,
Ha c’houi, dirag he aoter, ar Regina Cœli.

Ar Werc’hez pa ve pedet a ra, evel miz Mae,
Da gement a ve maro beva iac’h adarre ;
Kalon hudur ar pec’her, gand he gras a walc’ho ;
Da vouez ann Aotrou Doue vel bleun e tigoro.

Eur Rouanez galloudek ez eo eta Mari,
Ha ne dleomp ket skuiza morse ouz he fedi ;
Beva a ra hon ene gant bara ann ele,
Hag a rai d’ezha nijal da varadoz Doue.