Pajenn:RBV 1864-1 p379-393.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Seulvui doare Breiz a zeskiz,
Seulvui a galon ho c’hiriz,
Hag e c’hoantaiz mont d’ho pro
Da veva, da vervel eno ;
— Vel ma c’hoanta, d’ar c’hoad huel,
Ann evn nijal a denn askel,
Nijal etrezeg ar c’hoad glaz
Elec’h ’ma neiz ‘he vreudeur c’hoaz.

Aliez, Barzed, ann avel
A gasaz d’in ho mouez a bell ;
Helavar oa, c’houek ha pergen ;
Hi am frealze em anken :
— Evel-se, pa zeu da glevet
Ann evnig e kaoued dalc’het
Mouez he vreudeur skiltr ha laouen,
Teu d‘ezhan frealz hag anken.

Gan-e-hoc’h a zo peb a delen ;
Ne oa telen e bed gan-en ;
Koulskoude, c’houi a deurvezaz
Va lakat enn ho Preuriez vraz.
— Evel-se a ra ann eostik,
Ar glozard bag ar sidanik,
Pa lezont ho breur ar golven
Sevel he vouez enn ho c’hichen.

He sevel ’rinn dirag tud Breiz,
Da lavaret d’am breudeur geiz :
« Bodit holl endro d’ar banniel
A zalc’h Kermarker ken huel ! »
— Evel-hen, pa ruz tost d’eunn neiz
Ann aer wiber da grap he freiz,
En em start ann holl evnigou
Da drei out-hi ho begouigou.