Pajenn:RBV 1858-2 p162-171.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Deus ar meneïr, ar c’hoajo,
Ar lanneïer, an traouïenno,
Paotret Breïz a so diredet,
Côz ac iaoûank, pas deus clewet.
 
« A raok ! a raok ! Bugale Breiz,
» Paotred heb doan, a galon reïz ; —
» Pa deû ar Bleiz maës ous ar c’hoad,
» Red eo skeï, hen beûzan n’hi voad !
 
» A raok ! ac heb truez skoët
» Hen drem an diaoulo milliguet !
» Dant Doue iell neb a Varwo
» difenn hi feïz ac hi vrô ! —

» A raok ! paotred vad kalonec,
» Pe-ré a gomz ar Brezonnec ;
» Doue so gant-oc’h, ac ar reïz,
» Ac Doue a garr paotret Breiz. — »
 
Ar Saozon a goëz vell keillenn
Dindan hor zàolio hen dachenn,
Ac a z’hint distaolet er môr,
Gant ar baotred-vad an Armor.
 
Ouz kosté ar Saoz eur bagad
A gâne o vônt d’ar stourmad. —
Penoz a c’hoarvé kemennt-man ?
Hor rè ho intennt o kânan !
 
« — Ar werz-se hor n’eus bet clewet
» Er meneïer liez meurbet :
» Ar ré-sè so iwé Breudeur,
» Breudeur d’himb èbars hen Breïz-meur !
 
» D’an traon-ta mousquet ac c’hlézé,
» Na vô groët neb drouk d’ar rè-sé :
» Gant goad ar Saoz a so c’hoëz mad,
» N’scuillomp morse goad eur Breizad ! »