Pajenn:RBV 1858-2 p162-171.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


» Eûnn Toûsec oa n’kalon unan,
» Lavaré vell-henn da eur vrân : —
» Pébeus dibri è kalon Saoz ! —
» Kalon Saoz milliguet ac faoz ! »
 
Eur Louarn neusé digweas,
Ac è-vell-henn a lavaras : —
— « Yan Saoz urvéé, m’hen goar ’fad,
» O cass Breizad eneb Breïzad.
 
» Ré Breïz-Bihan, deûs breudeur pell,
» Biskoaz hen tré-z-hè n’oë brézell :
» Keït ma vô roc’h hen léz ar môr,
» N’eûnn gàro Erin ac Armor. » —


IV.


Bars hen Sant Cast, hen lez ar Môr,
Diskennas ar Saoz gant fulor,
Wit kômered brô Breïz-Izell,
Ac ober d’himb goall ac brèzell. —

Deûz ho listri hint dilampet
Hanval ouz bleïzdi araget,
Ac ar mâro ac an tân-goall
Dré-oll a c’heuillé an dut fall.
 
Iliz, ac kastel, ac maner,
Koulz vel lojenn ar pesquetaër,
A deuveus laëret ac tànet,
Groagué ac bugalé lâzet. —
 
Med kement se na baad qet pell ;
Tud a so c’hoas hen Breïz-Izell
Wit difenn ar feiz ac ar vrô,
Hen peb tachenn, bet’ ar mâro. —