Pajenn:RBV 1858-2 p162-171.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Goudé r’pédenno, goudé koân,
Bihan ac braz, hen tâll an tân,
A gomz ouz an newenntiso,
N’taollio-kaër c’hoarveset er vrô.
 
Neuzé peb goaz a dân hi gorn,
Ac tro-war-drò, a dorn da dorn,
Ar skudell gistr so trèmenet,
Ac peb-hinin larr : — « D’ho iec’het !

» D’ho iec’het ! — Doue d’hô miro ! » —
Dan tad-côz penn-gwenn, grîz bâro. —
Ar plac’het a so ho neeân
Hen traon an ty, ac ho kànan.
 
— « Cànet d’himb eur werz, Gorvel gôz,
» Eur sôon newez pè eur werz côz,
» Eur werz gwec’h-all, eur werz brezell
» N’tré ar Saoz ac ré Breïz-Izell. » —
 
Ac ar Barz coz Mâlo Gorvel,
N’korn an tân, di-war hi skabell,
A gânas neusé ar werz-mân,
Pé-hinin diskas digant-hân : —


III.


Stourmad Sant Cast


« Hen aod-vor pa z’hon tréménet,
» Ar Mor-côz oa meurbet teret ;
» Dislonka ree korfo mâro
» Na c’houlenné miret n’hi vrô.
 
» Ar Brini-môr, a vagado,
» Diskenné n’eùnn gâna enn-ho,
» Da dîbri kalon ac Lagad,
» Ac-a n’eùnn vewé gant ar goad.