Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
BREIZ




O vond neuze gand ann dosen
Eunn tremeniad troaz he benn,

He benn distroaz da welet
Ann hent war-he-lerc’h hed da hed.

Peb tu d’ann hent eunn dastum gwe
Lec’h al laouenan marvaille,

Souezet hennez kavaz penoz
Ann hent-braz treuze koajo koz ;

C’hoaz ouz ar c’hleun, ’vel er c’hoajo,
Da dud muntret save kroajo.

Pe tro-war-dro c’houez ar spern-gwenn,
’N eur c’hloz sonjaz oa o tremen.

Aman falc’herien ’dren d’ar gleut
Ho falc’h lemme gand eur min treut ;

Hag hi da lampat ar gleut moan,
C’houec’h pe seiz, evit mond da goan ;

Tolet filzier mask ar melchon
’Barz ann duporl oa en hent don,