Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LANN-TREGER
————


Chetu ar c’har-post a Wengamp
Gand he gezek d’ar pevar-lamp.

Deut war ho dor da glask kelo,
’Vel klevont ar brizillono,

Ha tud Pontre ha tud Ar Roc’h :
Drill-drill-drill-drill, daou-ugent kloc’h.

Adarre d’ann hent ar c’har-post,
Pemp a ganfarded ouz he lost ;

Na den goude, met dall ar forn
’Lez ar c’hoat astenne he dorn.