Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
BREIZ



Ha goude n’hen euz gwelet den
Na bet he hano klevet ken ;

Nemed eunn dewez zo laret :
— Hamonik gand Doue zo et. —

Tremenet’vel ar gwennili
Goude bet kanet ouz hon zi.



Mar klewed’barz ar c’hoajo don
Eur vouezig o lenva eur son,

Son ar barz divroet a vo,
Dindan gazel ge a gano.

’Wecho d’ann noz war al lannek
Eur c’horfik du welfed o vesk :