Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/73

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
BREIZ



II
S. Urrabieta


Kousk da hunik, mignon klouar,
Da gorf dindan he vec’h douar,
Da ine paour ouz skeud al loar.

Breman da viken a gouski
Er vered, arok da gozni,
Prim falc’het e giz gwenn lili.

Kunnoc’h ann hunvre ’barz ar be
Lec’h a dremen ar vugale,
Pa sav ann awel abarde,

Ar vugale gand ho c’homzo
A dol a-dreist ar mogerio
D’ann ekleo c’hoaz iez kez ar vro.

A-greiz da hunik ’n ez pro pell
Ra gaso koun d’id ann awel
Ouz kanoenno Breiz-Izel !