Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
BREIZ



— D’ann anternoz ouz skeud al loar
Bemnoz a hirvoud gant glac’har
Ar goulmik wenn o klask hi far. —

’Vid ann noz-man int tarnijet
Skanv ’vel ineo diboanet
D’ann Oriant, ann evniged.

Neuze zo laret ann estik
An euz klemmet d’hi wenn goulmik :
— ’Boe tregont bla on reuzeudik. —

Kerkent ’n euz eur gomz dispaket,
Brizeuk ha Maï a zo gwelet,
Hen ’ve leunn den reuzeudiget

Hag hi ker ’vel eur bleunen han :
— Dre ma huvre, klouar d’ez-han,
Oann o c’hortoz ann eured-man. —

Hi dornig flour ’vel m’astennaz
Hen ’vel eur potr flam a deuaz : _
Ha da lugern bolz ann env noaz.

Ha da gamer ho nij neuze
A du d’ann env ann daou ine...
Oll evnigo Breiz a gane.