Ker am euz bet klask en dachen
La la o la di ra
Ker am euz bet klask en dachen,
Na kroaz, na be, na gwenojen,
Netra ken na gavenn,
Nemed eur ween, en he bek
La la o la di ra
Nemed eur ween, en he bek
Eunn evnik savet deuz hebleg
Gant trouz ma zreid flik-flek ;
Hag al lapous ouz ma c’helvel
La la o la di ra
Hag al lapous ouz ma c’helvel
Ik-ik lare, ’vel ar bugel
D’he vamm en he gawel :
Rag ann neubeudig a garer
La la o la di ra
Ann neubeudig en em garer
Da vugale c’hoaz a deuer,
Evnigo dibreder.
Ha ma fedem p’an euz laret
La la o la di ra
Ha ma feden p’am euz laret,
He diou-eskel en euz straket
Ha d’ann env tarnijet.