Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
BREIZ



Hag hi, potred oe sonn ho fenn
La la o la di ra
Hag hi, potred oe sonn ho fenn,
Nikun n’am sellaz ’vid astenn
He zorn ’vel diagent.

Hag elec’h emaint ’hon c’hortoz
La la o la di ra
Hag elec’h emaint ’hon c’hortoz
’N ho gwele pri hon zado koz
Sioul ha de ha noz ,

E bered ma bro ’ta bet on
La la o la di ra
E bered ma bro ’ta bet on ;
Eno ’tre ma oll anaon
Sonjenn, siouaz ! d’unon,

Eur plac’hik koant pa oe ’n ho bleun
La la o la di ra
Eur plac’hik koant pa oe ’n ho bleun ;
Biskoaz n’e bet ma c’halon leun,
Boe out-hi m’on en keun :

Re ger ’vit chom pell er bed-man
La la o la di ra
Re ger ’vit chom pell er bed-man,
Hag et gand Doue, ’vel bleun-han
’Rok serr-noz o plegan ;