Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SON ANN NEVEZ-AMZER
————


Moualc’hik-noz, pa glevan da son — o son
A sav ann anken em c’halon ;
’Vel eul lestr war ar mor, d’ann noz — bemnoz
On ma-unan e-kreiz ar groz.

Daro el lanneg ar bleunio, — daro
Gwisket a nevez ar c’hoajo ;
Ar pardonio a zo digorz : — digor
Deut ’ta, merc’hed, war doul ho tor.

Ann nevez—amzer c’hoarvezet — abred,
’Man daou ha daou al lapoused,
Al lapoused o klask eunn neiz — ho neiz
’Vel er pardon tud iaouank Breiz.

Tomder ann env hag he vammik — mammik
’Meaz he blusken tenn ann evnik ;
Ouz ar ganfarded re garo, — garo
Evnigo, Doue d’ho miro !