D’he diou c’hoar enn eur skuilla daero
A lare eunn neubeut a gomzo :
— O klevet he-man am euz true
True ha glac’har ’leiz ma ine,
O klevet he-man o kimiadi,
Rag euz Bro-C’hall ’m euz sonj, em-ez’hi.
Daero skuille ’vel eur Vadelen ;
Ar iaouanka komzaz evelhen :
Divezad, ma c’hoar, eo haout true,
Ar glac’har pa ve houet enn ine.
Eunn de diwiski da iaouankiz
’Vel da vroz kaera e neve giz
D’ann abarde, goude ar gouelio.
Glaz int bet, ’rog gwenva, ann delio ;
Pa goueont, euz ar c’hoad ’deu ann holl :
Ha pa c’hai da iaouankiz da goll,
D’id ann dud iaouank na kounfont ken.
Neuze, ma c’harik, ar binijen. —
Ar verc’h iaouanka gomzaz ’velse,
Hag he mouezik lenn a garante.