27
D’AR BARZED EUZ AR C’HREIZ-DE
Pa oa ann anter-noz o son,
Oant bet beuet ’kreiz ar mor don.
II
Eur vro, zo bet laret d’in-me,
Eur vro zo e tu ar c’hreiz-de,
Lec’h ann dud a zo evuruz,
Rag ann amzer vad zo paduz ;
Ar vro-ze ive ’ribl ann dour,
Ar mor-ze bepred glaz ha flour,
Glasoc’h ’vit broz en abaden
Ha flourroc’h c’hoaz evid seien ;
Dre ann tonn ’nn ezen ra stadik
’Vel d’he ankene eur floc’hik ;
Ha pa c’houez ann ezen klouar,
Dreo a ruz ann houl d’ann douar,
Lec’h er gwe kamed ann delio
Na gwenvezont, nag ar bleunio ;
Ar bleunio bepred ’zo kempenn,
Hag eno ’diskuiz ar gwenen.
|