Ann hini ar c’hoanta hag ar muia karet,
Evit karantezuz , allaz ! na larann ket.
Klevet em euz penoz a virer da viken
Demeuz eunn dousik-koant ar c’hoanta c’hoarzaden,
Eur choarzaden lirzin lec’h ar walen eured,
Ar garante pa a kuit arog ar gened :
N’ouzonn pe on chomet henvel ouz Annaik
Gand he zello kaonvuz ha fezuz eunn tammik ;
’Vel ar pesked er mor ’bari ma c’halon eleiz
Eo chomet ann evor out-hi hag ouz ma Breiz.
Eur pec’hed marteze bea bet ken euruz
Ha vo ret d’in ober eur binijen poaniuz :
N’euz forz, gant ma breudeur kristen ’n ho fedenno
Ma goulennfout ’vid-on ar c’heun d’am fec’hejo ;
Ha Doue d’am miro : n’am euz glac’har ebed ;
Ha ma digorfe c’hoaz ar baradoz kollet,
Evel ar gwisien gwir evid ho rouanez
Vijenn c’hoaz daoulinet dirag Annaik kez.