N’en euz ket kanet ar c’higi,
Na dre ann hincho ar c’hiri ;
N’a gan na kigi nag evned.
’Man ar vrumenn uz d’ar vered.
Ha neuze me weliz eur verc’h,
Eur verc’hig en gwenn evel erc’h,
Digor he divrec’h oar he be ;
Digor ar vered ’vid-on-me.
Ha p’am euz tosteet eno,
Hi blegaz ’ti ar re varo,
Kempennet evid eureujin ;
He me stouet oar ma daoulin,
Rag Annaik zo dimezet
Hag ann Anko zo he fried.
Pedet ’m euz ’vid ann anaon ;
Med na bedin ken evid on :
Frealzi na ra pedenno
’Vit bout karet eur c’horf maro.
Pa on bet savet alese,
En ivin eunn draskig gane.