— N’eo ket mare ar vordidi ;
Ar re-ze pemp kenvreur int hi
Laket ho mamm gant-he ’n he be
vont da glask bo be ive,
N’eo ket tre-mor oar ann douar :
Nep douar n’guzfe ho glac’har ;
Na stokfont enn douar ebed,
E puns ar mor don a vo ret.
Hag int’ vond e-biou, me oar vad,
O kana ar Magnificat ;
Ar zon-ze beteg hon rec’hel
Hag’ vo oar rec’hel Breiz-Izel.
Ha me ive oar hent ma bro ;
N’eo ket ’vit lod euz he mado,
Eur mabik ankouaet gant-hi
’Korn ann iliz ai da bedi.
Goude Pontreo a Plouzall,
Tremenet Peurit, oa noz dall :