Dindan ann douar zo kavet
Dre dindan beteg ar vered. —
Pioun ! Paoun ! — Hen loskaz he zaou denn.
Redek ’re bepred ar c’had wenn ;
Hag hi da grapa e-treze
Eunn den enn du oar he goaze
Uz d’ar vengleuz oar ar ieot glaz,
Eunn den marteze en kaon vraz.
Ken souezuz oa klevet penoz
E Koad-al-Louarn da serr-noz,
Pa goueaz serr-noz oar ar c’hoad,
D’ann denik du komze ar c’had,
Enn eur iez flour ha goulouet :
Nemed ann ineo doaniet
Ann ineo paour ha Doue
Etre int goufent ar iez-ze.
Spontet ann holl, na gredent ken.
Tremen eno na grede den
Eur wech vije klevet ar c’hlaz
Hag ann Angelus ’n iliz vraz.