Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
IV
Ha perag ive dilezel, — paourik,
Ar raden glas a Vreis-Izel
Evit seac’hi, e bro ’n estren
Evel eur peskig e’r gourlen.
V
Meur a veach, e-c’h erru d’ar goulm, — siwas !
Pa vez kousket, e koad Prat Koulm.
Beza taolet gant ar barrad
Dreist ar mor pell dious e neiziad.
VI
Mez pa ve skubet ar c’houmoul, — eun tamm.
Pa deu ’n ear da veza sioul,
Kaër eo he c’hleved, adarre,
O kana flour e begou ’r gue.
VII
Na p’heur e c’halli eveld’hi, — mignoun,
Pelloc’h e’n da vro distrei ;
P’heur e c’hlebi da dreid e’n dro
Var dreaz melen mor glaz Rosko !
————