Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23


II


Pa bign ar re vraz d’ar stourmad
Ker prim oun ha pep unan ;
Krena ’rear evid va oad
Ha me ’c’hoarz e kreis an tân !


III


Pa groz ar mor doun, dijaden,
Ao oll a ia d’an daoulin ;
Evel-d’ho me ’ra va feden
Gant truez out-ho, nan ouz-in.


IV


Mez pa zeu, e’n Env dizolo,
Ar stered da lugerni,
Neuze me ’skuil daelou c’hoero
Hag a zeu d’huanadi.


Diskan all


E’r bed-ma, n’euz ket eur galon
Hag a c’hedfe va distro,
Mez an Env a c’hed ac’hanon !
Va zad, va mamm ’zo eno,
Ia va zad, va mamm ’zo eno.