Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR MAB MAC'HAGNET
AG AR VAMM GRISTEN


————


I. AR MAB


— O va mamm baour, pebeuz anken !
Pe ger kris eo va flaneden !
Me ’zo paour, me ’zo mac’hagnet,
Ar vuez, d’in-me, zo kalet !


II. AR VAMM


— Va mabik ker, var an douar
Peb den hen deus e lod glac’har ;
Den divac’hagn, den mac’hagnet
A ren ho-daou buhez kalet.


III. AR MAB


— Mez, va mamm baour, ha pa velin
Tud all o vont skanv a biou d’in
Ha me rankoud, hed an hentchou
En em stleja gant va flac’hou ?


IV. AR VAMM


— Va mabik ker, an hent zo berr
A rod ar bed a dro lijer ;
Evel d’ar mor an dour a red
An dud a gerz var-zu ’r vered.