Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


EUR GER ARAOG


————


Da genta, ne sonjen ket scriva, ’vit difenn ar pez ’ zo merket e’l levr-ma.

Da galz tud e’m eus lennet ar fablennou, da galz all e’m eus canet ar guerziou hag ar c’hanaouennou ’zo e’n-han. Oll int bet kavet, bep tro, deread meurbed hag, atao, oun bet aliet d’o c’hass da voulla.

Goulscoude, meur a hini, marteze, a gavo abek.

Lod a raio faë — « Sorc’hennou ! a livirint, traou netra ! Da ober petra o lakat war baper ? »

Lod all a skrijo pa welint eul levr scrivet e-gis ar Gonidec. Ker kustum int da lavaret droug divar benn an Aotrou keaz-se, ma credont bea lammet, evit biken, he hano deus al levriou brezonec.



An traou ’ zo e’l levr-ma, ’ zo bet scrivet, pell amzer ’ zo. An hini ’n deus ho scrivet a zo maro. Epad he vuez, e’n doa eun teod lemm, hag e bluen, a flemme ’vel eun douchenn fouet. Mez ne savo ket evit difenn ar mod e’n deus kemeret da scriva ar brezonec. Rag-se potred ar grammadeg, a vezo tud sot ma teuont da grial ha da sponta.

Evit ar re all, ar re a raio faë var an traou ’ zo contet el levr-ma, e tegasin da zonj deus geriou laret