Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102


XVI


Mez ne labouro, morse,
Nemed gant chas a zoare.
Bezit ki dioc’h he douchen
Pe jommit e’n ho lochen ;
Mon’d d’hoc’h heul, evit Azor
A ve re vras dishenor.


XVII


Mez pa gav e vignoned
Taolit evez, konikled,
C’houi ’vo kelc’het, tro var dro,
Gant oll Azored ar vro.
Pa chilp Azor e chilpint
Pa red Azor e redint.


XVIII


Ha pa glevfot, evel-se,
Arzal, fors, a bep koste,
C’houi ’vo tentet da gredi
Eo peur-gollet ar c’hoari ;
Ha koulskoude mar karit
Gant eun netra ’ c’hasfot kuit.


XIX


Azor a zo eur c’hi iud
Heb arzal e krog e’n dud ;
Evel an aer viber.
A flemm dindan ar glasder,
Ne gaver tres he roujou
Nemet var lerc’h he skilfou.