Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82


I


Eun den koz, hanvet an amzer,
Ha bepred ho veachi,
Digouezet var bordik eur ster,
En em laka d’huanadi :
« Hag ama ’ vezin lezet
» Hep truez ouz va mizer,
» Ha c’houi c’helfe, va mignouned
» Chom hep tremen an amzer ?


II


E’n tu all, eur bodad merc’hed,
A lavar an eil d’heben :
« E bagik an amourousded,
» Deomp-ni, deomp d’hen didremen
Unan a respount gant furnez :
« Petra ’ zeomp-ni da ober ?
» En em goll a rear aliez
» Ho klask tremen an amzer. »