Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I


AR MERC’HETAER
Gret gant eun den eus ar vicher


————


Var ton : Pebeus quelou, o va Doue.


1

Abaoue an deves milliguet ma chances d’or mam genta
Cahout eur c’hoantaden avalou n’eus mert poaniou er bed ma,
Mortolod, escop, devezour, pebhini neus e viser,
Mœs neus ket crioc’h planeden vit hini eur merc’hetaer.

2

Mil drubuil, mil displijadur a rencq bemde anduri
Ne all quet paouës eun instant, atao en deveus sourci ;
Evel eur c’had er radenneck, ne gousq morse mert hanter
Pa ve hed an oll d’ho guele e red c’hoas ar merc’hetaer.
 
3

Guël e zeo bea dastumet, chadenet evel eur c’hy,
Laquet da zivoal ar grague er rouantelès Turquy,
Beza broudet vel eun azen, samet vel eur marc’h glaouër
Argaset evel ar bleizi, eguet bea merc’hetaër.

4

Na neus nac henor na profit da c’honit ebars ar stad,
Couscoude aben he ober eo ret bea dilicat,
Cavet eun teod deliberet, eul lagat lem a seder,
Pacianted eur guevniden evit bea merc’hetaer.

5

Red eo bea vel eun targas, guelet en dévalijen,
Bea santel vel eul louarn, meür evel eur silien,
Calonecq evel eul léon, crapat en guis d’eur guinver,
Bea scan evel eur c’haro vit bea guir merc’hetaer.