Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
PROSPER PROUX


10

Oll dud he dy ac he bried
Mar queret credi zo pentet
Var an ton bras, à la papa,
Ac he dieguès memeus tra.

11

Mar neus droucviès gant eur re
En justiç na gollo morse ;
Atao hep mar en ho al lanç
Pa yelo Fantic er valanç.

12

Diboanyus ral e zeo ar stat,
Neus mert serri he zaoulagat,
Mont er mæs eur vech an amzer,
Cana dre ma tosta d’ar guèr.

13

Evit gouir an oll doganet
Na nint quet quercouls lodennet,
Mœs pa n’ho de mert an hanter
O c’hondition zo c’hoas caër.

14

Evit-hon-me tanfoeltr biquen
Na heureujin eur femelen,
Mar ne dou din dirac testo
E vin corniec vel eur c’haro !
Rac evrussa den a vale
E zeo eun dogan, var ma fe.


————