Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
PROSPER PROUX


10

O velt eur pez quen divergont, non quet mar queret credi
Chomet dirac ar gouilhouren eun heur da c’henaouegui ;
D’ar guèr on scampet, dic’houtet demeus ar Briadelès,
Yac’heet mad deus ar c’hoanteguès da gaout yalc’h ar benherès,
Resolvet quentoc’h da zebri pad ma bue patatès.


————


VI


AN DOGAN


————


Var ton : Ar plac’h ma zavès d’ar guener.
Pe var ton : Merc’het Keraës a lamp en aër.



1

Peguen diot eo ar voazet
Pere zo nos de trubuillet
O c’heveçsat o friejou
Gant aoun da zouguen ar c’herniou,
Rac evrussa den a vale
E zeo eun dogan, var ma fe.

2

Eur vreg fidel zo pervia
O scandalat pe o vouza,
E c’hesquignat he c’hy, he c’haz,
He matès petramant he goas.
Ya, evrussa den a vale
E zeo eun dogan, var ma fe.

3

Control dezhi, greg eun dogan
A zo dinoas evel eun oan ;
Graio he goas vel ma caro
Biquen comz rebech na glevo.
Ya, evrussa den, etc.