Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
PROSPER PROUX


14

Cepet ar brago toul gouiz, al lèro marellet,
Ar gileten cof yodec, ar beruquen poultret,
Ar peur rest a zo chomet ebars ar stad ma voa
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.


V


Guillemet ar Gouilhouren


————
Var ton son an dansçou : Tostaït ama tud a squiand.


1

Na neus quet pel bars em c’halon en hoa c’huezet Lucifer
Eur c’hoant bras da zastum mado, mœs penos en em guemer ?
Goude beza sonjet erfad e teuis da gonclui
Ne moa quet eur voyen verroc’h eguet tach da zemisi
Da Vouillemet ar Gouilhouren, deus comanant Rest ar C’hy.

2

Vit cavet eur sort sonjeson, voa ret beza trelatet,
Rac neus quet bars en Breiz Izel eur spontail vel Guillemet,
He fri cam carguet a vutun a zo vel bec eur gaouen
He diou chot treut a creïhennet en liou eur c’hos goadiguen.
He gronch en furm d’eur vaz dotu d’he fri a bocqo zouden.

3

He daou lagat ru a scoelfet a zo picouzet nos de,
Pa ve troet un da Wengamp, var zu Brest ve eguile.
En guis d’eur forn eo he gueno, he dent vel eur gos rastel
Hanval deus bordou eur pot-cambr eo he diou foeltren muzel
He mouës douç a melodius evel hini eur porc’hel.