Mont d’an endalc’had

Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
PROSPER PROUX


IV


An amzer guech all ac an amzer breman


————


Var ton : Grigri.



1
 
Ar bed oll, eme Yan goz, a guemer eur stum fall
Neus chomet var an douar man vel ma oa guechall !
Paour quès Yan, c’hui zo chanchet dre m’oc’h deut da c’hriza
Maes ar bed a zo chomet memeus tra, memeus tra.

2

Goude al loar, ar stered, ac an dévalijen
Gant an heaul bep mintin e pâr ar sclerigen,
Bars an oab an alc’hueder a zao en eur gana,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.

3

Gant e chupen erc’h scornet pa deu ar gohan cri
Da c’hourda om biziet a da ruya or fri, ·
An eil demeus eguile daou bried a dosta
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.

4

P’erru an nevez amzer da yeeat ar parcou
Da laquat bleünz er balan, deilho bars ar c’hoajou
Lagat ar merc’het yaouancq ive a sederra
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.

5

Ar vugale zo brema beguecq, vif a seder,
Var meur a dra int sçavant aroc gout o fater,
An avalou affuret a blij dê ar muia
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.

6

En despet dar veleyen, dan diaoul a de guernio
An dud yaouancq zo troet terrub gant an dansço,
Guell a ve gante tremen ep dibri nac eva
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.