— Tostaad a ra potret farod
D’ober askellik da Vargod,
Tud a zanve, — koant, — stummed mad, —
Ar plac’h ne gav hini d’he grad.
— « Ato ! me dimi d’ar seurt-se !
» Trelated int, zod-nai, ma fe !
» Sell Iann, gant he fri minaouet ;
» Fanch, ann daoulagad dilavet ;
» Loeizik, eul logoden vihan ;
» Job, eur geuneuden dreud ha moan :
» Hen-man pladen vel eul loue,
» Hen-hont ker feulz hag eur c’hole ! » -
— Pa oant skuiz oc’h huanadi, —
Int skampet, — hini ha hini ; —
Neuze tosta potret teuskoc’h :
Daou intaon loued, eur zeller moc’h…
Margod a ziroll da c’hoarzin
Gand neusiou kroug, dirag ho min.
— « Ne lakinn ket, — ac’han da bell, -
» Spillou da goef zantez Katel. »
— Ann hoad a zeu, keno genet !
He bleo zo griz, he bek ridet,
N’heller ket, siouaz ! nevezi
Beg eur plac’h koz vel tal eunn ti.