Klouar ann deiz, hag ann heol splan,
Ar strouez karged a richan.
Brao eo beva, ho ! ma Doue.
Perin oa ked he fenn gant-se.
Klevid ar plac’h o krozmolad :
« Ma leaz, hep-mar, vo gwerzed mad,
» Teir douzen viou neuze breninn
» Dindan ma ier ho lakainn.
» Me mo tri c’hlodad ier munud
» Goareet kloz barz enn ho c’hlud ;
» Gwall lemm e vo fri Alanik
» Ma ne lez d’in gwerz eur wizik.
» Ma gwiz, pa vo braz, a voc’ho ; —
» Savet ma moc’h, me ho gwerzo, —
» Gand ar priz me mo daou loue kaer,
» Marteze, zoken, eunn ounner.
» Setu d’in leaz a leiz ar pod,
» Aman melen a var ribod,
» Ma ialc’h a bounnera bemde,
» Me vo eur baborez neuze !
» Pented evel eur benn-herez,
» Ar faroded rai d’in al lez…
» Pipi, ma c’hoant, vo ma fried,
» Jabadao ! neuze vo danset ! »
— Ober a ra eul lamm danvad,
Patatra ! grilled ar podad !
Keno viou, moc’h, klodad, ounner,
Ha keno, siouaz, ! Pipi gouer !
Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/79
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —