Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


Hend ann Ifern ! me Iann Gegin :
Ijin ouz ar Spered-Malin !
Deiz ar varn, siouaz ! a zo tost,
Pa-z-a Lusifer da vestr-post !

Hend ar foultr ! me eur c’harretour :
Barned omp gan-id d’eva dour,
Konduktored, postilloned,
Kemend a vev ouz strag ar foet !

Hend ann Diaoul ! me ann hostizez :
Red vo lounkan ar iod hep lez,
Ne dremeno ken dre aman
Met pillaouerien ha chas-klan !

Hent milliget ! me ann aotrou :
Te n’euz dallet ma fenestou,
Diskaret kraou ha marchosi,
Laked ann itron da zodi.

Hend ar gounnar ! me Bipi-Gouer :
Te n’euz gret d’in eur c’hoari-gaer !
Ma laked d’ober ul leo dro
Vid darempred ma douaro !

Hend ar malloz ! me eunn dostenn :
Te n’euz skarzet ma zi kempenn :
Mevel, matez, ma greg Jannet,
Skubet gand ar Cheminoed !

Hend ar waleur ! me Ivonik :
Euz toull ma dor welenn Fantik ;
Eur menez tre-z-omp zo bernet,
Eur mignoun tostoc’h d’euz kavet !