Bim ! baon ! me zo strobineller ;
Me oar petra gan ar c’hleier,
Selaouid holl ho mouez zantel,
Ha sentit mad ouc’h ho c’hentel.
Bim ! baon ! baon ! kloc’h ann ofern-bred,
Lared a ra : « Hasted ! Hasted !
» Kalz ne zegwezond enn Iliz,
» Nemed enn hanter ann ofis ;
» Darn na reont nemed roc’hal
» Ha darn all (respet d’hoc’h), strakal,
» Trompillad gand o diou froen,
» Pe riboullad o c’horzaillenn.
» Ar botret lemm, dindan ho zao,
» A lugern ouc’h ar plac’hed vrao,
» Gand eur zell flemmuz, ar merc’het
» A lavar d’ezho : Kendalc’het.
» Iann Bitoch a glask, n’he spered,
» Penaoz ienna e vignouned,
» Lakaad enn he ialc’h eur bern kresk,
» Dre ar burzud ouz ar pemp Pesk.
» Ar persoun moal zo baroduz,
» E brezegenn zo moreduz,
» Ar zouben, hep mar, vo ienet,
» Hag ar patatez kaledet.