Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


II.


Deiz mad ! deiz mad ! kamaraded !
Gwin leiz ar skul ! kanomp, paotret !
Eurvad d’e-hoc’h, priejou nevez,
Gand eur c’hrubuillad vugalez.


III.


Ma mamm ! ma zad ! ma dous Mari !
War ma c’haloun ! ha stard, ho tri !
C’hoarzomp ! gwelomp ! vad ra gwela,
Gwelan, gand euruzted ha joa !

Sellid ouz-in ! iac’h pesk, bepred !
Kreiz ann tann ruz, kreiz ar c’hlenved,
c’houi a viraz, Gwerc’hez c’hlan Breiz,
Ar zoudard paour a zalc’h ho feiz.

E Rumengol, deiz ar pardoun,
M’ho trugarekao, Itroun !
Me rai zeiz tro d’ann Aoter vraz,
O kerzet war ma daoulin noaz.

Ma c’hi Mindu ! Perag iudal ?
Na zistroinn ken da Vro-C’hall ;
Ni a raio c’hoaz tro ar c’hoad ;
Vit ma-z-oud koz, da fri zo mad.

N’oun ken soudard ! Mamm, ma chupen,
Paed eo ma dle d’al lezen.
Mari ! Tap krog er zizaillou,
Deuz da droc’ha ma moustachou.