Pa welfot, war ann oaled, ma skabellik c’houllou
Hag ar c’hifnid o steui war ma fenn-baz derou.
Keno ! bered ar barrez, douarou binniget,
Pere a guz ma c’herent gand ar Zalver galvet ;
Da wel ann Anaoun klemmuz, n’inn mui war ho peziou
Da skuilla dour binniget mesket gant ma daelou.
Keno ! ma muia karet, ma dousik koant Mari,
Eur blaneden digar a zeu d’hon glac’hari ;
Euruzdet ha levenez skeduz zo tremenet
Vel enn hoabl ar goumoulen gant ann avel kaset.
Na welinn mui da lagad ker lemm ha ker laouen
O virvi gant plijadur, e ti pa erruenn,
Da zournig gwenn ker mibin o trei ar c’har e dro ;
Da vouez flour mui na glevinn o kana va gwerzo.
Pa oamp er c’hatekismou, hon daou c’hoaz bugale,
Hor c’halounou diskiant, e kuz a n’em gleve,
Dirag Gwerc’hez ar c’hroaz-hend, nag a wech e touejomp
Na erru-je birviken disparti etre-z-omp.
Iaouang ha dibreder, siouaz ! ne wiemp-ket
Nag a bet c’houerventez er vuez zo hadet ;
Evid omp ne oa, neuze, lezennou na Roue,
N’anveemp med eul lezen, hini ar garante.
Keno ! Ma nez-amezek, Iannig ma gwir vignoun,
Kamarad ma c’hoariou ; ma breur dre ar galoun,
Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/29
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —