Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —
» Prestid d’in, pad pemb pe c’houec’h miz,
» Eur rennad kerc’h, eunn tamm gwiniz,
» Me zaskoro (feiz kok-raden),
» Greun evid greun, ha kalz ouc’h-penn. »
— Ar merien, war a leverer,
Da bresta, da rei, n’int ket kaer.
Gand eur bek rog : — « Petra, mez-hi,
» Hoc’h euz-hu gread e leac’h medi ? »
— « Me gane lirzin vid ann holl,
» A darz ann deiz betek kuz-heol. »
— « C’houi a gane ! ho ! mad awalc’h !
» Dansit breman, dansid ho kwalc’h ! »
III.
Falz pinvidik, koz verienen,
Zinac’h d’he vreur ann aluzen,
Te iudo enn tan gant kounnar :
Eul lommik dour, Lazar ! Lazar !
N’omp ket merien, ni, tud Arvor ;
D’ar paour eo digor frang hon dor ;
Bepred he kav gware ha boed,
Eur skabel e kourn ann oaled.
————
D’am c’henvreur Emil Grimaud, enn Naonet.
KEN.