Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —



Hag oc’h ar spered-se, spered republikan,
Ma n’hon euz ket kaloun da vale d’ann emgann,
Heb dale ni vezo sklaved-holl, Bretouned,
Dindan ann dud difeiz hag ann haillevoded.

Bretouned, diskouezomp hon euz c’hoaz nerz-kaloun,
Dalc’homp d’hor spered koz, ha bazad d’al laeroun ;
Breiz-Izel zo d’e-omp, hor iez hag hor gredenn ;
Evel Jezuz, enn Templ, kemeromp ar gordenn.


————