Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/56

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —



Ar Frans holl great nerzuz gand ouenn iac’h hon Rouaned,
A zo sturiet, o mez ! gant pep seurt forbaned ;
Pevarzek kant vloaz gloar zo mouchetet brema,
Ha tron Frans sklabezet gant pri louz Panama.

Setu petra lennint hor bugaligou geiz :
Histor ar bloaz heuzuz, histor ann dud direiz.
Ra deuint, pa vint goazed, da zevel drant ho fenn,
Ha ra garzint ar Frans euz kement a vouillenn.


————