Hanter-noz zo sounet enn hon Iliz-parrez ;
Er meziou sioul al loar a skuill he sklerijenn :
Daoust ha sioulik ivez e kousk va mignounez ?
Euz va frenestr me wel, er sklerder, he lojenn.
Evid-oun-me, siouaz ! gwasket gand ann enkrez,
Ne c’hallann ket mori, kement em euz terchenn !
P’eo gwir enn hor c’henver he c’herent zo didruez,
Evit skriva d’ezhi ma kemerfenn va fluenn ?
O ! nan, rag pa zonjann eo rannet he c’haloun
Gand hon disparti griz, e krenann, em euz aoun
Da greski c’hoaz he foan, o tiskuill va glac’har.
Enn da lojenn, Annaik, kousk sioulik hed ann noz ;
Diskennit euz ann Env, Elez ar Baradoz,
D’astenn ho tiouaskel war El dinam ann douar.