Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —


Pa vezo deuet ar mare
Evid-oun da vervel,
Va lezit c’hoaz, em gwele
Da gana Breiz-lzel.

Lakit etre va bizied
Kroaz hor Zalver Jezuz
Ha, gand he groaz, chapeled
Ho Vamm karantezuz.

D’am dremenvan, heb dale,
Tanit eur c’houlaouenn
Me zonjo gwelet neuze
Enn Env eur steredenn.

Pedit holl war ho taoulin
Evid-oun, hed ann noz,
Vit ma vo roet, d’ar mintin,
D’am ene Baradoz.

Ha kerkent barz enn Iliz
Al Libera kanet,
Va lakit er bez, kenvroiz,
War menez ann Toupet.

El leac’h, p’oann c’hoaz eur bugel,
E pignenn ken aliez !
Vid gwelet holl, enn eur zell,
Va bro garet Treflez.

Marteze, beteg enn-oun
E teui, bep eunn amzer,
Trouz ann houl euz ar mor doun
O skei war ar reier.


————