Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —


KOLACH LESNEVEN
————
D’ann Aotrou Roull, rener kolach Lesneven
————


Hor c’holach, er c’huz-heol, a skoe war ar meziou.
Ha diouz ann hanter-noz, oc’hpenn, oa mogeriou
Ken huel, ma ne c’hallo lagad ebet, gwelet
Kear Lesneven, na skouarn, trouz ar ruiou klevet.
Ann or, ato prennet, a ioa war eur ru striz,
Den o tremen enn-hi, nag enn noz nag enn deiz,
Da zeiz ar loar ebken, da lun, tadou, mammou,
A lezet eunn nebeud da vont dreist ann treuzou,
Hag enn eur zal, a-gleiz, e c’hedent ar mare
Da c’hallout eur pennad gwelet ho bugale.
Er c’holach oa daou bors : war unan e welet,
E tri renk, ar zaliou vid ar skol, ar c’housked,
Hag enn eur c’hougn, a-zeou, delesiou da bignat
D’eur chapelik el leac’h, kent eget labourat,
E taoulinemp bemdez, mistri-skol, bubale ;
Eno, pedennou c’houek a zave war-zu Doue.
Dre zor vraz ann ti-kreiz e kouezet er pors all ;
O ! na me blije d’in ar pors braz-se, gwech’all !
Ar pors-se ioa karet, a gav d’in, gand ann holl,
Rag he gwez huel, enn hanv, a roe d’e-omp disheol.
Eur voger, eur c’hael houarn goloet holl a zeliou,
A ioa d’ann traon d’ar pors ; goude-ze jardrinou,
Gand a bep seurt gwez frouez e pere laboused,
Euz ar beure d’ann noz, a gane kaer-meurbed,
Heb, dirag hor mistri, na spounta, na nijal,
Pa’z eant er vali glaz, sioul, da lenn ho brevial.
. . . . . . . . . . . . . . . . .