Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —


En eur vont d’ar pardoun, tanvet al levenez,
Hag ann amzer didruez, siouaz ! a vale buan,
Hag ar gozni n’eo ket pell diouz ar re vihan.
Nemed, e-skeud ar c’hleuz, eur roudenn a zisheol,
Ann hent a vezo c’hoaz, da bep hanv, heoliet holl,
Ha pa vezinn maro, dreiz-han e vo gwelet,
O vont gae d’ar pardoun, koz ha iaouank bepred.


————