Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —



Ha diouz ann noz, enn em d’ann oaled,
Dirag eunn tan balan bodet,
Ho kleviz, a vouez huel, o kana
Eur werz kaer da Zantez Anna.

Siouaz ! ann huvre n’eo ket padet,
Ha va c’haloun zo bet rannet
O lavaret, gant tristidigez,
Kenavo da veziou Pountlez.

Va c’hoar ger, plijadur ar bed-ma,
Evel a welann, n’eo netra,
Setu perag sec’homp hon daelou ;
En em welet raimp enn Envou.


————