Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —



Bugel, te c’hall mervel, heb krena gand enkrez,
Hag ar baradoz zo da vro,
Ha beteg kador Doue, da vreudeur ann Elez,
Holl enn eur gana, da zavo.

Siouaz ! ann den difeiz, hag a nac’h he Grouer,
N’en deuz da c’hedal, d’he varo,
Nemed ann nec’hamant, ann ifern enn eur ger,
E-kreiz ann holl boaniou garo.

Bugel dinam ha gae, gwelloc’h eta mervel,
Ma teuez eunn dervez da ziroll ;
Er Baradoz, dostu, kentoc’h ober eunn El
Eged beva vit mont da goll.


————