Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —



Ha stal Fanch a iea da stalik,
A-nebeud, ferm ar benn-herez,
Oe gant-han gwerzet-holl, prestik,
Vit kendelc’her he lountregez.

He bried keaz hag he vugale
A vije bet er baourentez,
Pa falvezaz eunn deiz da Zoue
Ouz ann dud keiz kemeret truez.

Eunn nozvez, Fanch, mezo-meurbed,
Hag ar glaourenn leun he c’hinou,
A ioa, gant gadik ar vered,
Bet dianket e-touez ar beziou.

Pa deuaz goulou-deiz, ar c’hloc’her
A gavaz astennet, d’he dro,
Fanch, a-dreuz bez Iann ar mezvier,
Gand he govad ivez maro.

O Bretouned ! va mignouned,
Tec’hit krenn diouz ar vezverien ;
Ar vezventi, siouaz ! er bed,
A gas kement tra da dorgenn.

It d’ar gear goude gousperou,
Hag evit ebken sistr iac’huz ;
Ho pried hag ho pugaligou
Evid-hoc’h vo trugarezuz.


————