Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —


Eunn nebeud c’hoaz ha mui ne vezo klanv.
Pep tra brema zo ruz enn dro d’ezhan :
Ruz-tan ar goad dindan he vouzellou,
Ruz ar roz-ki, ruz oc’hpenn ann Envou.
Enn dro d’ezhan pep tra zo sioul ivez :
Al laboused ne ganont ken er gwez
Hag enn Envou, pa zao skeduz al loar,
Epad ma kousk muntrerien kriz ar foar,
Ar paour kez Tom a zo kousket d’he dro,
He zaoulagad prennet gand ar maro !


————