Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —


Klemmit, klemmit, klemmit, dourigou ster Pountlez,
Enn eur redet a-dreuz ar raoz hag ar c’hressoun,
Kag er bloaz-ma, siouaz ! ne d-inn ket da Dreflez ;
E kear, e-kreiz ann trouz, e rank chom ho mignoun.

Sonj hoc’h euz, warlene, d’ann abardaez ez eann,
Evit gwelloc’h huvreal, aliez e ribl ann dour,
Hag e welenn va skeud, ivez skeud ar pount mean,
Ken freaz ebarz er ster eged er mellezour.

Evel p’oann bihanik va c’haloun a dride
Perag ? Ne c’hallfenn ket avad hen lavaret ;
Eul levenez ken braz er galoun, enn ene,
E komzou nag e skrid ne vez ket displeget.

O welet ar frankiz a gollann er bloaz-ma,
Tenvaloc’h ha strisoc’h o kavinn va frizoun,
Noz-deiz va daoulagad n’ehanint da ouela
Enn eur zonjal er ster, enn tevenn, er mor doun.

O ! perag e rankann beva pell diouz va bro !
Rag me blij d’in kement c’houez ar bizin, ar foenn,
Ann avel zall ha c’houek euz ann tevenn a zao
Hag a zo ken iac’huz d’ar galoun ha d’ar penn !

Klemmit, klemmit, klemmit, dourigou ster Pountlez,
Enn eur redet a-dreuz ar raoz hag ar c’hressoun,
Rag er bloaz-ma, siouaz ! ne d-inn ket da Dreflez ;
E kear, e-kreiz ann trouz, e rank chom ho mignoun.


————